Facile, rapide et gratuit

Créez votre site maintenant

Je crée mon site
Site gratuit créé sur

02 98 89 10 52

www.amis-st-mathieu.org

 

Abbaye de Saint Mathieu
 

Retrouvez-nous sur les réseaux sociaux

Degemer mat

N°1 : Mojenn Sant-Tangi ha Santez-Eodez

  E-pad ar VIvet kantved e vefe dibunet ar vojenn-mañ. Aotrou Tremazan en doa daou vugel, Gurgi hag Eodez. Deuet da intañv goude ganedigezh Eodez e timezas adarre gant ur vaouez drouk ouzh ar vugale. Pa oa krennard ez eas kuit Gurgi da lez roue bro C’hall evit mont da soudard. E-pad an amzer-se e oa chomet Eodez er c’hastell. Atav e veze gwallgaset ar baourkaezh gant he lezvamm met atav e chome hep klemm, pediñ a rae ha reiñ a rae an aluzenoù.

 

  Pa zeuas Gurgi en-dro da Dremazan e voe kontet dezhañ gevier diwar-benn Eodez gant al lezvamm, ar gevier gwashañ e c’heller kontañ diwar-benn ur plac’h yaouank. Pa voe adkavet Eodez gant Gurgi n’anavezas ket anezhañ pa oa-eñ re zisheñvel diouzh ar paotr a oa he breur yaouank ! Spontet e voe bet Eodez ha tec’hel a reas kuit ar buanañ ha ma c’hellas. O welout anezhi o redek e soñjas da C’hurgi e oa kiriek Eodez. Adtapout a reas he c’hoar ha troc’hañ a reas he fenn gant feulster.

 

 

  En ur vont en-dro d’ar c’hastell e klevas koulskoude tud paour o kaozeal eus Eodez, eus ar vad a rae-hi, eus pegen vertuzius e oa. Neuze e komprenas e voe bet pentet lern : lazhet en doe he c’hoar hep abeg gwir ! P'az erruas Gurgi d’ar c’hastell evit gourdrouz al lezvamm e teuas Eodez war-wel : pardonet e voe ar paotr gant he c’hoar. Trumm e voe foeltret al lezvamm e-pad m'az eas Eodez d’ar baradoz.

 

  Daoust dezhañ da vezañ pardonet e reas Gurgi e soñj da vont da binijañ e-kichen Sant Paol Aorelian. Hennezh a gasas Gurgi e-pad 40 devezh e Koad-Tangi. Pa zeuas en-dro da welout ar sant e teuas war-wel tro-dro e benn ur c’helc’h tan. An abeg eo eo muioc’h anavezet Gurgi gant an anv «Tan»gi. Dont a reas da vanac’h war enez Vazh e-pad ur prantad ha abad warlerc’h en abati Gerber (hiziv abati Itron Varia ar Releg e Menez Are).

 

  Met petra an diaoul eo al liamm gant abati Lokmazhe ? Lavaret eo en doe heritet Tangi douaroù digant e dad e lec’h ma oa ur beg liammet gant un nebeud mojennoù. Unan a gont istor moraerien hag o defe degaset relegoù Sant Vazhe diouzh Afrika. En o enor e savas Tangi un abati war ar beg e lec’h ma voe bet distrujet kerreg gant Doue kuit d’ar voraerien da beñseañ.

N°2 : Studiadenn moger norzh an abati

E 2018 e oa deuet da veg Lokmazhe studierien war an arkeologiezh ha war istor an arz eus Kemper gant o c’helenner Arnaud Ybert evit sevel un dresadenn, maen goude maen, eus diabarzh moger norzh an abati (a-gleiz deoc’h pa vezoc’h e-barzh an abati troet war-zu an tour tan). Pebezh labour ! Ar studiadenn a ziskouez ur maread a draoù diwar-benn penaos eo bet savet an bati ha diwar-benn an doare da labourat  war-dro ar savadurioù e-pad ar Grennamzer.

 

War ar frizenn e c’heller gwelout gwiskadoù (liv gris), dreist-holl a-us an digoroù. Marteze e oa aze dorioù kozh, toullet ha stanket da c’houde ? Ar mein en-dro ar gwiskadoù-mañ (liv melen) a zo gant un doare kentoc’h romanek pa’z eo an digoradur a-vremañ kizellet en un doare gotek. Kinklerezh ? Ezhomm da vrasaat an abati ? Kalz goulennoù a chom ha marteze e teuint gant an amzer...

 

Gwelout a reer ivez (liv ruz) mein lakaet en un doare ispisial, anvet «drein pesked». Aze ivez ne ouezomp ket hag-eñ eo evit kinklañ pe evit kreñvaat ar voger...


A-benn ar fin e vez gwelet e liv glas toulloù-chafod. Ganto e c’helle an oberourien sevel ur chafod kreñv a-walc’h ha brasaat anezhañ evel ma felle dezho pe d’ar venec’h. Ar pezh a c’hellomp lavaret eo e oa speredek ar savourien grennamzerel.

N°3 : Maketenn an abati tro-dro 1500

 Setu ur vaketenn savet gant ar gevredigezh «Mignoned Lokmazhe» hag a ziskouez an abati en e varr. Diouzhtu e vez gwelet an tour-tan bras («tour-tan ar venec’h») na chom nemet hanter anezhañ hiziv. Graet e veze gantañ ivez evel tour an iliz.
 
Kavet e vez ar pezh a vez kavet boaz en un abati : ar c’hloastr, kousk-lec'h ar venec’h... Kavet e vez ivez ar chapeloù-kazel a-dreñv an iliz, distrujet pa oa bet savet an tour-tan a-vremañ. Na vezit ket aon d’ober gant ar gartennig evit gouzout hiroc’h !

 

A-raok mont da vale en abati evit klask adsevel an traoù gant an titouroù nevez-se e c’hellit klask lec’hiañ an tour-tan a-vremañ hag ar mirdi er vaketenn !